Студопедия

Главная страница Случайная страница

Разделы сайта

АвтомобилиАстрономияБиологияГеографияДом и садДругие языкиДругоеИнформатикаИсторияКультураЛитератураЛогикаМатематикаМедицинаМеталлургияМеханикаОбразованиеОхрана трудаПедагогикаПолитикаПравоПсихологияРелигияРиторикаСоциологияСпортСтроительствоТехнологияТуризмФизикаФилософияФинансыХимияЧерчениеЭкологияЭкономикаЭлектроника






Tavarn ar vretoned






J. C. Bozeg

 

 

(Un atant gwechall-gozh e Breizh-Izel. Ar vamm, ar verc’h, ar mab, an tad hag an amezeg. En diavaez, an diaoul hag e bevar: avel diroll, glav, grizilh, kazaс’h, bleizi o yudal, laboused-mor o krial, hag e se).

Ar Vamm

Ma Doue, hag ho tad a zo chomet er-maez dindan un amzer ar seurt-se!

Ar Mab

Ya, mammig, noziс a ra. Ret e vo dezhaс hastaс buan, mod all a-benn nebeud e vo paket gant an Hoper Noz.

Ar Vamm

T’eus ket mezh! Arabat lavaret seurt traoщ. Lavar seiz gwech buan-buan ha war a-dreсv ar pezh emaout o paouez lavaret. A vouezh izel. (D' ar verc’h, a zo o naetaat ar mogerioщ gant ur skubelenn). N'out ket fur, Maivon? N'ouzout ket? N’eus ket kalz arc’hant el lec’h ma vez gwiad-kevnid!

Ar Verc’h

Gouzout a ran, Mamm, met du-maс ez eus ur bern hag e vez atav berr an arc’hantganeomp. (Unan bennak a sko war an nor).

An Amezeg

Digorit din buan, en anv Doue!

Ar Vamm

Piv eo? Faсch Kerstrobinell?

An Amezeg

Me eo, Marijan. Ha, m'hell lavar dit, n'eoket brav bezaс er-maez d’ar mare-maс eusar bloaz. Ne gredan ket kontaс deoc’h ar pezh am-eus gwelet.

Ar Vamm

 

Urbannekafe ho-po, Faсch? (Egile a asant). Ha bremaс, dispakithoc’h istor deomp 'ta.

 

 

An Amezeg

Klevet am-eus ar Garrigell, Marijan.

Ar Vamm

(Ober a ra sin ar groaz). O! ma Doue benniget! C'hwizo sur, Faсch?

An Amezeg

Ken sur ha ma welan ac’hanoc’h bremaс. O tont en-dro eus Parkar C’hornandon nepell eus ho ti, neuze, am eus klevet " wik-wik"...-

Ar Mab

" Wik-wik"?

An Amezeg

" Wik-wik"... ya. Gwigour an Diaoul.

Ar Vamm

Ha 'peus ket gwelet netra?

An Amezeg

Eo. Eus a bell. Ur paotr bras, gwisket gant ur vantellzu, untok ledan war e benn, hag ur falc’h ouzh e skoaz.

Ar Verc’h

Ur falc’h ouzh e skoaz, Jezuz benniget...

An Amezeg

Ya. Sklaer eo ar zeblant. Sin fall eo.Ha sin fallevidon. Unan bennak a zo o vont da vezaс sammet gant karrigellan Ankou, ha me a vo ar wech-maс.

Ar Vamm

Marteze n'eo ket evidout, piv oar?

 

An Amezeg

Evidon-me eo, Marijan. Mont a ran da gousket. Mac’housk diwezaс. N'eus netra d'ober. An den, pavez lakaet an deiz dezhaс, a rank sentiс. Kenavoer bed all, tudoщ. Aninteramanta vo 'benn disul dabeder eur. (Mont a ra kuil).

(En diavaez e klever ar c’hlaz. Ne lavaront netra e-pad ur pennadig. Tamm-ha-tamm e klever gwigour ur garrigell).

An tad

(O tont tre). (Gwisket gant ur vantell zu, un tok war e benn, ur falc’h war e skoaz, hag ur blouzenn gantaс etre e zent). Pebez amzer vil, ma Doue! (Harpaс a ra ar falc’h ouzh ar voger). Gast a garrigell! Dav e vo din lardaсhe rodoщ.

Ar Vamm

O ma Doue benniget! O chaokat louzaouenn an ifernemaout! Taol anezhi dioustu, peotramant e vi strobinellet! Ha laka da c’hodelloщ war an tu gin, buan, da vezaс digelc’hiet.

 

An Tad

Gouzout mat a rez n 'am-eus ket a c’hodelloщ.






© 2023 :: MyLektsii.ru :: Мои Лекции
Все материалы представленные на сайте исключительно с целью ознакомления читателями и не преследуют коммерческих целей или нарушение авторских прав.
Копирование текстов разрешено только с указанием индексируемой ссылки на источник.