Студопедия

Главная страница Случайная страница

Разделы сайта

АвтомобилиАстрономияБиологияГеографияДом и садДругие языкиДругоеИнформатикаИсторияКультураЛитератураЛогикаМатематикаМедицинаМеталлургияМеханикаОбразованиеОхрана трудаПедагогикаПолитикаПравоПсихологияРелигияРиторикаСоциологияСпортСтроительствоТехнологияТуризмФизикаФилософияФинансыХимияЧерчениеЭкологияЭкономикаЭлектроника






Spesoщ noz






А. Р. Мурадова

Учебная хрестоматия

Современный бретонский язык

 

 

со словарем

 

 

Москва, МГУ

 

 


 

 

«малая серия» - №5

 

 

Учебная хрестоматия

по бретонскому языку

со словарем

пособие разработано на кафедре германского языкознания филологического факультета МГУ. Препринт

 

Составление А. Р. Мурадовой

 

 

© А.Р. Мурадова

© Филологический факультет МГУ имени М.В. Ломоносова

Москва, 2000


Krennlavarennoщ

bet dastumet gant Lukian Kergoat

 

An hini a gign e vaout n’en kav ken da douzaс

Ali ha holen a roer d’an hini a c’houlenn

An danvez dastumet gant ar rastell a yelo buan gant an avel

Bezet du, bezet rous, ar vran a gar he labous, bezet du, bezet gwenn pep gavr a gar he menn

Pa gomzer eus ar bleiz e vez e lost e-kreiz

Gwell eo ur c’had tapet evit teir o redek

Un dervenn a zo start da eeunaс, kentoc’h e torr eget plegaс

Gortozit an noz evit lavaret eo bet kaer an deiz

N’eo ket blev melen ha koantiri eo a laka ar pod da virviс

An neb a zebr an diaoul a dle debriс e gerniel

Al logodenn n’he deus nemet un toull a vez paket buan

N’eo ket a-walc’h daсsal; ret eo paeaс ar soner

N’eus pesk hep drein

Goude c’hoarzhiс e teu gouelaс, goude c’hoari huanadaс

An hini a vale eeun a gav atav ledan e hent

An amzer a dro, an Ankoщ a sko

Ar vag na sent ket ouzh ar stur ouzh ar garreg a raio sur

Ar Bibl Santel

Ar wreg avoultrerez

 

An testamant nevez

tr.Maodez Glanndour

 

Ha distreiс a reas pep unan d’ar ger. Jezuz avat a yeas da Venez an Olived. Da darzh an deiz e teue d’an Templ hag an holl bobl a zirede d’ e gaout hag aet en e goazez en em lakae da gelenn. Neuze ar Farizianed a zegasas dezhaс ur vaouez bet tapet oc’h ober avoultriezh, o vezaс laket anezhi en he sav e-kreiz an holl, e lavarjont dezhaс «Mestr, ar vaouez-maс a zo bet tapet oc’h ober avoultriezh, ha neuze el Lezenn, Moizez en deus gourc’hemennet dimp labezaс ar merc’hed seurt-se ha te, petra lavarez?»

Komz a raent evel se evit kavout peadra d’e damall. Met Jezuz o stouiс, en em lakaas da skrivaс gant e viz war an douar.

Evel ma raent evel-se goulennoщ outaс, e respontas dezho: «An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h, eс da gentaс ra daolo outi ur maen». Hag e skrive war an douar. Int avat o klevout se en em dennas kuit hini hag hini, ar re goshan da gentaс, ma voe lezet e-unan hag ar wreg en he sav e-kreiz an dud.

Jezuz a zigrommas neuze hag a lavaras dezhi «Maouez, pelec’h emaint? Den ebet en deus da gondaonet?»

Hi a respontas «Den ebet, Aotrou» ha Jezuz da lavarout «Me kennebeut n’az kondaonin ket, hag hiviziken, chom hep pec’hiс»

 

 

Spesoщ noz

Erwan Berthoщ

 

Va moereb Kato Ravet hag a oueze[1] danevelliс flour <...> Kontaс a rae dirazon - me a oa yaouank neuze - e oa bepred eneoщ tud varv, en poan e-barzh garidenn maner Kervode. <...> Meur a hini a zispleg bezaс klevet huanadoщ e donder an toull-maс, ‘lec’h emaс eneoщ mestroщ kozh Kervode o c’hortoz. Bezaс ez eus c’hoazh kannerezed-noz en hor maezioщ. Bezaс ez eus unan all e Pont Milin e Lanvaodez. Pa dremenfet e-kichen ar c’hannerezed-noz, bezit didrouz ha mut, rak mar tireizhit o labour, c’hwi a zleo reiс dezhe skoazhell da weaс ar ganadenn, ha gwazh d’ho tivrec’h. Me am boa ur spont euzhus diouzh ar c’hannerezed-noz pa oan bugel, ha meur a wech d’an abardaez, o tont d’ar gкr gant va saout, em eus redet pa dremenen tost d’ar gwazhioщ da gannaс. Bremaс moarvat me ma-unan a ra dezhe aon, peogwir ne gavan nepred lutin ebet war va hent e-kreiz an teсvalan nozioщ.

A-wechoщ ar spesoщ noz a gemer neuz ul loen <...> E mereuri al Lesac’h en Brelevenez e veve, bremaс ez euz pell amzer, ur vaouez hag a daole dour e laezh he saout a-raok mont d’hen gwerzhaс da varc’had Lannuon. P’arruas er bed all, an Aotrou Doue evit he c’hastizaс diouzh he feiz fall a varnas anezhi da zistreiс d’al Leslac’h e-pad kant vloaz d’ober pinijenn, dindan spes ur giez du vras. Kement den a dremene war hent al Leslac’h etre unnek eur diouzh an noz hag un eur diouzh an noz, a wele ar giez. Tostaat a rae al loen-maс goustadik, ha mar galle en em vountaс etre divharr an tremener, setu-hi o vont gant ar foeltr, ar c’havalier war he c’hein. Ar redadenn a bad div eur d’al lec’hioщ tost d’an dour.


 






© 2023 :: MyLektsii.ru :: Мои Лекции
Все материалы представленные на сайте исключительно с целью ознакомления читателями и не преследуют коммерческих целей или нарушение авторских прав.
Копирование текстов разрешено только с указанием индексируемой ссылки на источник.